Leopold von Sacher-Masoch
Leopold Ritter von Sacher-Masoch (27 a viz Genver 1836 e Lemberg - 9 a viz Meurzh 1895 e Lindheim) a oa ur skrivagner hag ur c'hazetenner aostrian.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Leopold von Sacher-Masoch a oa mab da Leopold von Sacher ha da Caroline Josepha Masoch. Prefed polis Lemberg e oa e dad, en Ukrainia, e penn pellañ an Impalaeriezh aostrian. Ne oa ket gouest e vamm da voueta anezhañ, ma voe anvet ur vagerez ukrainian d'ober war e dro. Levezonet e voe Leopold gant ar c'hontadennoù a gontas dezhañ, hag ivez gant an emsavadegoù (dispac'hel ha broadel) a welas.
Goude tapet gantañ un doktorelezh war ar gwir e studias an istor. E 1856 e krogas da reiñ kentelioù e skol-veur Graz hag e lakaas embann ul levr anvet Der Aufstand in Gent unter Kaiser Carl V. E-pad ur frapad en doe un darempred gant an itron Kottowitz. Dispartiañ a rejont goude bezañ bet asambles e-pad pevar bloaz, ha diwar an darempred-se e skrivas Sacher-Masoch e levr anvet Die geschiedene Frau (ar vaouez dispartiet) e 1870. Kontadennoù ha romantoù diwar-benn an istor a skrivas ivez. Stagañ a reas ivez gant un heuliad danevelloù (Das Vermächtnis Kains, 1870-1877), hag a chomas diechu, padal en doa lakaet da bal skrivañ war c'hwec'h dodenn zisheñvel : ar garantez, ar perc'henniñ, ar Stad, ar brezel, al labour hag ar brezel.
E 1869 e kejas ouzh Fanny Pistor, hag e prometas dezhi sentiñ da holl hec'h urzhioù ha c'hoantoù e-pad c'hwec'h miz. Er bloaz goude ez ejont neuze da Italia a-benn lakaat an emglev-se (bet sinet d'an 8 a viz Kerzu 1869) e pleustr. Goude-se e tistroas Sacher-Masoch e-unan da Aostria, hag e stagas gant stumm peurglok Venus im Pelz, ul levr en doa staget gantañ pa oa gant an itron Kottowitz. Pa gejas ouzh Aurora Rûmelin, e soñjas dezhañ en doa kejet ouzh harozez (anvet Wanda von Dunajew) e romant. Dimeziñ a rejont e 1873. Azalek ar mare-se e reas Wanda anezhi. Ur gevrat a sinas ganti : enni ec'h embanne Sacher-Masoch ec'h asante dont da vezañ he sklav. A-benn kas ar raktres da benn vat e klaskas ivez un paotr (anvet ar Gresian en e romant) hag en dije darempredoù reizh gant e wreg, hag a skofe gantañ ivez. Ne dizhas ket ar pal-se. Tamm-ha-tamm ez eas o eured da netra, rak ne rae ket e wreg kement tra a c'houlenne diganti ober.
E 1882 ez eas kuit, hag e krogas un darempred gant ur c'hazetenner a laboure evit ar gazetenn Le Figaro. Mervel a reas o mab, ha daoust da se ne'z eas ket gwelloc'h an traoù etre Sacher-Masoch ha hi : dispartiañ a rejont ez-ofisiel e 1886. Er memes bloavezh ez eas Sacher-Masoch da Bariz, degemeret e voe e urzh Légion d'honneur. Etre miz Here 1881 ha miz Gwengolo 1885 ec'h embannas ar gelaouenn lennegel viziek anvet Auf der Höhe, e Leipzig. Ur gelaouenn araokour e oa, hag enni e lakaas embann pennadoù diwar-benn gwirioù ar merc'hed (votiñ ha deskadurezh) ha re all diwar-benn an doujañs d'ar yuzevien e Saksonia. E 1893 e stourmas a-enep an enepyuzevegezh dre hanterouriezh ur gevredigezh deskiñ d'an dud deuet (anvet Oberhessischer Verein für Volksbildung) bet savet gant e wreg. Dibenn e vuhez a gasas e Lindheim asambles gant e wreg nevez, Hulda Meister hec'h anv. Tri bugel a c'hanas : Olga, Marfa ha Ramon.
Oberennoù Sacher-Masoch
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1857 : Der Aufstand in Gent unter Kaiser Carl V.
- 1858 : Eine galizische Geschichte
- 1867 : Der letzte König der Magyaren
- 1870–1877 : Das Vermächtnis Kains
- 1870 : Die geschiedene Frau
- 1873–1879 : Falscher Hermelin
- 1874 : Die Messalinen
- 1877–1881 : Galizische Geschichten
- 1878 : Judengeschichten
- 1881 : Neue Judengeschichten
- 1886 : Die Seelenfängerin
- 1886 : Ewige Jugend
- 1886 : Polnische Judengeschichten
- 1890 : Die Schlange im Paradies
- 1893 : Bühnenzauber
- 1907 : Grausame Frauen